跳到内容

布列塔尼语/3级/第5课

25% developed
来自维基教科书,开放的书籍,开放的世界

Diviz / Fest-noz e Kemper

[编辑 | 编辑源代码]
对话 / 坎佩尔的音乐会

Yann : Demat, ni 'zo pevar ac'hanomp evit ar fest-noz.

Mirer: Mat, dek euro pep hini.

Yann: Komañset eo dija ?

Mirer: Ya, ne glevit ket ?

Yann: Geo !

Trouz ar music 'vez klevet paz int oc'h antreal.

Nolwenn: Startijenn 'zo!

Laouenna: Piv zo o kanañ ?

Lommig: 艾伦·斯蒂维尔 eo, ne anavezez ket anezhañ ?

Laouenna: Morse n'em boa gwelet anezhañ ! Plijus eo!

Nolwenn: Goude se e vo Kan ha diskan ha dañset e vo.

Laouenna: Yann, c'hoant ho peus da zañsal ?

Yann: Ya, med n'on ket gwall ampart.

Laouenna: Ne vern! Fentus e vo koulskoude.

Kan (eeun) / Song (simple)

[编辑 | 编辑源代码]
第一个版本 第二个版本
Kavet t'eus da saout 'ta Yann ?

Kavet t'eus da saout 'ta Yann, Kavet t'eus da saout 'ta ?

...Kavet t'eus da saout 'ta Yann, Kavet t'eus da saout 'ta ?

N'em eus ket, n'em eus ket, Gwelloc'h 'vit se 'm eus kavet !

...N'em eus ket, n'em eus ket, Gwelloc'h 'vit se 'm eus kavet !

Petra t'eus kavet 'ta Yann, Petra t'eus kavet 'ta ?

...Petra t'eus kavet 'ta Yann, Petra t'eus kavet 'ta ?

Un neizh bihan 'barzh ar c'harzh, Ha pevar uioù e-barzh.

...Un neizh bihan 'barzh ar c'harzh, Ha pevar uioù e-barzh.

Petra 'ri gante 'ta Yann, Petra 'ri gante 'ta ?

...Petra 'ri gante 'ta Yann, Petra 'ri gante 'ta ?

Fritañ anezhe, fritañ anezhe, 'vit ma gwreg ha bugale.

...Fritañ anezhe, fritañ anezhe, 'vit ma gwreg ha bugale.

Pet (a) vugale t'eus 'ta Yann, Pet (a) vugale t'eus 'ta ?

...Pet (a) vugale t'eus 'ta Yann, Pet (a) vugale t'eus 'ta ?

Un ugent pe dregont, Hep kontañ ar pezh 'zo da zont.

...Un ugent pe dregont, Hep kontañ ar pezh 'zo da zont.

Kavet 'peus da saout 'ta Yann ?

Kavet 'peus da saout 'ta, Yannig, Kavet 'peus da saout 'ta ?

...Kavet 'peus da saout 'ta, Yannig, Kavet 'peus da saout 'ta ?

N'em eus ket, n'em eus ket, Gwelloc'h 'geto 'm eus kavet !

...N'em eus ket, n'em eus ket, Gwelloc'h 'geto 'm eus kavet !

Petra 'peus kavet 'ta, Yannig, Petra 'peus kavet 'ta ?

...Petra 'peus kavet 'ta, Yannig, Petra 'peus kavet 'ta ?

Un neizh pig, un neizh bran, Hag un neizhig laouenan.

...Un neizh pig, un neizh bran, Hag un neizhig laouenan.

Petra 'zo enno 'ta, Yannig, Petra 'zo enno 'ta ?

...Petra 'zo enno 'ta, Yannig, Petra 'zo enno 'ta ?

Ur vi ruz, ur vi gwenn, Unan glas, unan melen.

...Ur vi ruz, ur vi gwenn, Unan glas, unan melen.

Ro unan din-me 'ta, Yannig, Ro unan din-me 'ta !

...Ro unan din-me 'ta, Yannig, Ro unan din-me 'ta !

Ne rin ket, ne rin ket, Ar re se 'zo 'vit ma gwreg.

...Ne rin ket, ne rin ket, Ar re se 'zo 'vit ma gwreg.

Peseurt gwreg az peus 'ta, Yannig ? Peseurt gwreg az peus 'ta ?

...Peseurt gwreg az peus 'ta, Yannig ? Peseurt gwreg az peus 'ta ?

Unan vihan, unan vrav, Hag unan a sav mintin atav.

...Unan vihan, unan vrav, Hag unan a sav mintin atav.

Peseurt soubenn 'ra 'ta, Yannig ? Peseurt soubenn 'ra 'ta ?

...Peseurt soubenn 'ra 'ta, Yannig ? Peseurt soubenn 'ra 'ta ?

Soubenn pesk, soubenn fresk, Soubenn vijil alies.

...Soubenn pesk, soubenn fresk, Soubenn vijil alies.

Yannig an difouper neizhioù, kanaouenn savet gant Paotr Treoure, in Sonioù Feiz ha Breiz (w.d. 1930)

第一个版本 第二个版本
现在,你找到你的母牛了吗,Yann ?

我没有,我没有,我找到了比那更好的东西!

那你找到了什么,Yann,你找到了什么?

灌木丛里有一个小巢,里面有四个蛋。

你会用它做什么,Yann,你会用它做什么?

华夏公益教科书